Mont d’an endalc’had

Tri Bleiz Die

Eus Wikipedia
Tri Bleiz Die
musical ensemble
Deroù ar prantad labour1998 Kemmañ
TachennPunk rock, rock breton, kanaouenn brezhon Kemmañ
Label sonerezhCoop Breizh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.tribleizdie.fr Kemmañ

Tri Bleiz Die zo ur strollad punk hag a gan e brezhoneg hepken. Savet eo bet e 1998 e Naoned ha divodet eo bet e 2006. Implijout a raent binviji hengounel (bombard, fleütenn, violoñs) mesket gant binviji punk-rock (gitar tredan, gitar boud tredan, taboulinoù)[1]. Ar brasañ niver eus an testennoù a zo skrivet ganto.

Dibabet o deus e izili paouez da seniñ gant ar strollad goude ur sonadeg diwezhañ d'an 21 a viz Here 2006. Ur sonadeg dreist-ordinal e oa bet. Pedet e oa bet Les Baragouineurs ha Gweltaz Adeux (eus ar strollad EV), evit ar re bennañ, en MJC karter an Doulon (Naoned).

Goude ar sonadeg diwezhañ-se ez eo en em gavet ar strollad a-gevret adarre evit sonadegoù ispisial. Da gentañ unan e Run ar Puñs e Kastellin d'ar 27 a viz Here 2007. Div sonadeg all o deus graet e 2009, d'ar 17 a viz Mae evit an Alien Fest ha d'an 20 a viz Mae evit al Live Factory e Naoned.

Setu amañ roll e izili da vare an disparti :

  • Gitar, kan : Stefan (Stéphane Guérois)
  • Gitar : Loran (Laurent Moulin)
  • Gitar boud : Squale (Pascal Bossis)
  • Tamboulinoù : Gaino (Gwenolé Michenaud)
  • Violin : Florian Herry

Izili kozh all e oa :

  • Vivien Janneau - gitar boud, kan (1998-1999)
  • Antoine Blaudeau - gitar boud (1999-2001)
  • Gwénolé Michenaud (Gaino) - taboulinoù (2001-2006)


Peder fladenn zo bet savet gant ar strollad. Graet o deus paotred Tri Bleiz Die muioc'h eget 200 sonadeg e Breizh met ivez e Bro-C'hall hag e Belgia.

1999
Disuj
  1. Ar Sorserez
  2. Gwerz Miloù
  3. Son ar Ster
  4. Ar Gêr a Is
  5. Tri Bleiz Die
2001
Dalc'homp mat !

Label : Kerig / Coop Breizh

  1. Ar Gêr a Is
  2. Marvailh Bekasin
  3. Ai'ta
  4. Son ar Stêr
  5. C'hwec'h Merc'h Gwerc'h
  6. Tri Bleiz Die
  7. Pok Ma Revr !
  8. Gwad, C'hwez ha Daeroù
  9. Skuizh on aet gant ar Mor
  10. Son ar Butun
  11. Gwerz (...) Miloù
  12. War Bont an Naoned
2002
Arabat Dekoniñ Memestra

Label : Kerig / Coop Breizh

  1. Poultrenn
  2. Ar Bleiz, al Louarn hag ar Garell
  3. Ar Re C'hlas
  4. Arabat Dekoniñ Memestra
  5. Dalc'homp Mat !
  6. Didredan
  7. Gwalldaol
  8. Daoulagad Kloz
  9. Taol Pled !
  10. Ar Gorriganed
  11. Tec'h, Tec'h, Tec'h
  12. Gwerz Paotr Loeizig
2005
Milendall

Label : Avel Ouest / Coop Breizh

  1. Bro Gozh ma Zadoù
  2. Dazont Ebet
  3. Ar C'hortoz
  4. Er-maez
  5. 14/07
  6. Bec'h dezhi
  7. Ar Sorserez
  8. Bouzar, dall ha mut
  9. Deiz pe Zeiz
  10. Sac'h Koac'h
  11. Ar Gorrandonez
  12. Mil-hent-dall

2022 : Pevar Label : Kerig / Coop Breizh

  1. Frankiz
  2. Ar Bale War-Raok
  3. An Amzer a Dro
  4. Lagad an Heol
  5. War an Hent
  6. A-Dastorn

Kavout a reer videoioù eus ar strollad war Youtube:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn internet kozh ar strollad

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]